Eisteddfod Vroadel Kembre
Dalc'het e vez ur stand en Eisteddfod Genedlaethol bep bloaz e miz Eost gant Kevredigezh Kembre-Breizh. Gwerzhet e vez levrioù ha roet e vez pep seurt sklêrijennoù diwar-benn Breizh ha diwar-benn ar brezhoneg da Gembreiz ha d'an dud all a zeu d'an degouezh sevenadurel brudet-mañ.
Alies e vez klevet brezhoneg war ar stand, ha dont a ra Breizhiz d'hor gwelet.
Hevlene e vo an Eisteddfod er Bala etre ar 1-8 a viz Eost 2009. Gellout a reer mont e darempred ganeomp diwar he fenn en ur gas ur postel deomp, dre glikañ war ar bouton "Kit e darempred" en-us."









abaoe Kerzu 2003