Kevredigezh Kembre-Breizh

Cymraeg

Breizh-Llydaw

Embannet e vez kelaouenn ar gevredigezh teir gwezh er bloavezh da reiñ sklêrijennoù a bep seurt diwar-benn ar brezhoneg ha diwar-benn Breizh d'an izili ha d'al lennerien all, zo o chom hag en div vro hag e vroioù all.

Devezhioù studi war ar brezhoneg

Kinniget e vez div pe deir skol d'ar sadorn bep bloaz dre ar c'hembraeg, evit pep live hervez ret. Meur a gelenner brezhoneg e yezh-vamm ha meur a gomzer gouest brudet zo bet, d.s. Twm Morys, Kristin Berry, Dominig Kervegant ha Nikolaz Davalan.

Oberezhioù ar gevredigezh

E-touez oberezhioù ar gevredigezh e vez kinniget devezhioù studi war ar brezhoneg dre ar c'hembraeg, prezegennoù brezhoneg e Kembre, emvodoù sizhuniek da gomz brezhoneg, gwerzhet e vez levrioù brezhoneg ha levrioù diwar-benn Breizh, ha kalz muioc'h a vez graet a sell ouzh sevenadur an div vro. Dalc'het e vez ur stond en Eisteddfod Vroadel Kembre.

stand ar gevredigezh en Eisteddfod Vroadel Eryri 2005
kentel vrezhoneg gant Dominig Kervegant en Aberystwyth 2004
banniel ar gelaouenn Breizh-Llydaw

011029 abaoe Kerzu 2003
Emzinac'h

Valid XHTML 1.0 Strict

Valid CSS!